Ur chadenn Youtube gouestlet d’ar vugale ha d’ar c’horseg eo « Bonghjornu o Maè » (Demat Mammig).
Gant ar chadenn-mañ e fell da Michaël Andreani lakaat ar vugale da zeskiñ yezh an enezenn. En em ginnig, goulenn anv ur mignon, an oad, an niver a vreudeur hag a c’hoarezed, setu ar « prisintassi » a c’hello ar vugale studiañ er video gentañ.
https://www.youtube.com/watch?v=DeScastX59g
Kazetenner e Radio Corse Frequenza Mora (RCFM) eo Michaël Andreani, krouer ar chadenn Youtube.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine