Disadorn dremenet eo bet sinet ar garta « du galo dam yan dam vér » gant ar gevredigezh Telenn eus Sant-Brieg. Meriñ a ra Telenn an Ti ar Vro/L’ôtë a zo e porzh Sant-Brieg. Kentelioù gallaoueg ha brezhoneg a vez roet gant lod eus ar c’hevredigezhioù a za d’ober ar c’hevread Telenn e Bro Sant-Brieg, Penterv, Menez, Goelo ha pelloc’h. Institut ar Gallaoueg an hini eo a ra war-dro ar garta « Du Galo dam yan dam vér ».
Crédit photo : Facebook Telenn
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine