Tiegezh Santez Anna en deus ezhomm sikour

Hag anavezout a rit Tiegezh Santez Anna ? « Ur genunaniezh feizidi dindan baeroniezh santez Anna, Mamm ar Werc’hez Vari, ez eo Tiegezh Santez Anna e tiegezh meur mignoned Jezuz a zo an Iliz, lec’h ma fell dezho bevañ, neshent ouzh Mab Doue, dindan lusk ar Spered Santel, evit klod an Tad. »

Galvet eo izili ar Genunaniezh da vont tre e lid hollvedel an Emglev etre Doue hag an dud o tispakañ o feiz en atil sevenadur o fobl en doare da gemer perzh e kensonadeg pantekostel ar broadoù o tegas d’an Aotrou holl binvidigezhioù o sevenadur goubarzhel. »
Kostez Roudoualeg emañ staliet Tiegezh Santez Anna. Hag ezhomm he deus ar gumuniezh sikour evit difraostañ an dachenn a-raok ar gouañv. Setu ar gemenadenn a zo bet kaset ganti ar sizhun-mañ :
Doue d’ho pennigo mignoned vat !
En abeg da ziasterioù an amzer o ren e rank Lann-Anna kaout sikour evit kas da benn lod labourioù. Neuze e kinnigomp un nebeut devezhioù labour vras a-raok ar Goañv. An hini kentañ dimeurzh a zeu (28 aviz Gwengolo) emgav e Lann-Anna da 10 eur. Labour a vo evit an holl, ar re greñv hag ar re wan eus ar c’hempenn douar d’ar flastrenn avaloù. A galon.
Evit kemer perzh : [email protected]
Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky