Setu, lañset eo an diskouezhadeg « Douce France » e Gwengamp. Betek ar 7 a viz du e c’hello tregeriz ober anaoudegezh gant ar c’hanour Rachid Taha hag an « hironañ sevenadurel » santel. Ar weladennerien a heulio « darvoudoù buhez Rachid Taha mesket gant istor an enbroadeg vaghrebin e Bro-C’hall hag e Breizh ».
Hag, evit echuiñ ar bourmenadenn, emañ pedet gwengampiz da gemer perzh er « C’haraoke du Bled » dre ganañ kanaouennoù Rachid Taha !
Setu un digarez vat da vezañ « addesket », keta ? Inch Allah !
Diskouezhadeg Douce France. Espace François Mitterrand. Gwengamp.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine