D’al lun 20 a viz gwengolo e ospital Dinan e voe galvet 11 goprad (war 1446) rak n’o doa ket o fas yec’hed. Fellout a rae da renerezh ar c’hoskor goulenn ganto ha kendalc’h a raent da nac’hañ bezañ vaksinet pe get. 5 a droas meno ha 6 a zalc’has mort. Digarget ha dic’hopret int bet kerkent.
E ospital Dinan n’eus ket ‘met un den ospitalizet abalamour d’ar C’hovid. Abaoe an teirvet gwagenn n’eus ket mui a « unanenn Covid » e René Pleven.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine