Evel e Breizh hag e Bro-Gembre, ur strollad a emsaverien eus Yes Kernow o deus en em dolpet disul dremenet war ur pont e Innis Downs (Enez Downs) gant bannieloù ha gitonioù gwenn ha du. Evit dougen bri d’ar vretoned ha da gembreiz a ra ar memes tra abaoe bloavezhioù (e Breizh e vez aozet seurt tolpadegoù evit Breizh Adunvanet bep miz e bro An Oriant da skouer) ez eus bet fichet ur Gwenn ha du hag ur Ddraig Goch.
Photo : Twitter Yes Kernow
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine