Digwener dremenet e oa ar prezidant katalan en harlu Carles Puigdemont er parlamant gall. Kejet en doa ouzh kannaded ar France Insoumise, Ar Re C’hlas ha Liberté et Territoires (strollad Paul Molac), en o zouez ar gannaded broadelour korsad. Displeget en doa dezho penaos e oa an traoù e Katalogn, penaos e troe ar prosesus dizalc’hour hag all. D’an noz e kemeras perzh d’ur brezegenn diwar-benn ar cheñchamantoù en Europa. Kaoz a zo bet eus Bro-Skos ha Katalogn peurgen.
Tro en doa bet ar prezidant da gejañ ouzh mediaoù gall ivez. Displegiñ a reas dezho, da skouer, ez eus prouennoù gantañ e vez spionet eneberien politik gant ar stad spagnol. « Implijet e vez ar meziant israelian Candiru gant ar servijoù kuzh evit hen ober » hervezañ.
Luc’hskeudenn : kont twitter Carles Puigdemont
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine