Daoust d’ar rendaelioù diwar benn an emvodoù nann-kemmesk ma n’hall ket kemer perzh ar baotred, ar re wenn pe me oar, e vo c’hoazh darvoudoù a seurt se e Roazhon bep miz ar bloaz-mañ.
« Brunch lesbian » ez eus bet graet eus an emvodoù-se aozet gant ar gevredigezh « Iskis ». D’ar predoù-se, hag a vo aozet straed Sant-Marzhin, e tleo an den bezañ « bis, lesbian pe gouin » (peseurt diforc’h etre an div ?) evit kaout he flas tro-dro d’an daol. Ar baotred pe ar merc’hed normal a zo er-maez eus ar jeu.
Pegen trist eo. Ha setu ur gwir araokadenn sokial ha sosietal a gav ganeoc’h ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine