Cheñchit tu Mari-Terez !
Peseurt paotr n’en deus ket huñvreet da « bakañ » Sharleen Spiteri, kanerez ar strollad rock Texas, pa oa yaouank ? Ur gwir ikon eus ar bloavezhioù 80 e oa hi ha chomet eo koant evel ur rozenn !
Da geñver ar referendom kentañ war dizalc’hiezh Bro-Skos e 2013, Sharleen Spiteri hag ar strollad Texas, a savas a-du gant an unvanerien. D’ar mare-se e lavaras ar ganerez meur a wech en em sente hi « breizhveuriadez ». Kouantoc’h zo, ne oa ket sur e oa Bro-Skos evit bevañ hep ar Rouantelezh-Unanet a-fed ekonomiezh.
Met abaoe he deus cheñchet meno ! Bremañ Sharleen Spiteri a souten ar « Yes » d’an dizalc’hiezh evel holl sonerien ar strollad Texas. Setu ar pezh a zo bet embannet gant ar strollad war e gont Twitter :
This is not true. After Brexit, Sharleen and the rest of the band now support Scottish Independence. https://t.co/T5MGKdnFo4
— Texas (@texastheband) September 13, 2021
6000 likes a zo bet kaset hag ul lañvad a evezhiadennoù.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine