200 labourer o deus diskroget diouzh al labour d’ar mintin 14 a viz gwengolo. Reklem a reont e vefe anavezet evel tud ekspozet d’an asbest (amiant) ar re a labour evit Naval Group dindan emglev a-stroll.
Bep bloaz ez a labourerien an Arsanailh d’an anaon, rouget m’emaint gant an asbest. Reklem a ra ar CGT e vefe marilhet al labourerien en dekred asbest ar metalurgiezh, pezh a rofe ar gwir dezho da gaout an Acaata, da lavaret eo « miziad diskregiñ diouzh al labour evel labourerien an asbest ».
Nac’het eo gant Naval Group eus Brest (2 800 labourer) betek-henn. Gwall-zikregiñ a vefe ranket hervez an embregerezh.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine