O kabaliñ emañ Valérie Pécresse evit an tu-dehoù abaoe mizioù. Prezidantez rannvro Paris anezhi, embannet he deus e vo war ar renk evit an dilennidi prezidant a-benn 7 miz.
D’ar merc’her 02 a viz gwengolo e oa o weladenniñ Bro-Euskadi an Norzh. Kejet he doa ouzh emsaverien ar vro hag an dro-mañ he deus embannet e oa evit ar yezhoù rannvro hag evit ar skolioù dre soubidigezh zoken.
A-du arall, n’eo ket a-du gant ar re a reklem e vefe cheñchet mellad 2 ar vonreizh.
Max Brisson, paotr an tu-dehou hag emsaver an euskareg, a souten Valérie Pécresse.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Valérie Pécresse evit ar yezhoù rannvro hag ar soubidigezh”
Me gav mad ho pennadenneu skriùet én ur mod aes de gomprenn hag ur brehoneg a feson .Dahlet mad!