Keroc’h-kerañ !
Setu ur gemenadenn hag a zegaso dour da brat ar re a felle dezho e vefe lakaet e pleustr ur gwir statud annezer e Breizh : E Pornizh (Bro-Retz -44) ez eus bet lakaet e gwerzh un dachenn sevel tiez 724 060€, da lavaret eo 1062€ ar metrad karrez !
War al lec’hienn Le Bon Coin e c’heller lenn ar gemenadenn-mañ. Gant an noter Keravec eus Pornizh eo bet lakaet e gwerzh.
Er memes kêr, un ti a 95m² a zo e gwerzh evit 363 560€. Piv a c’hell prenañ tiez pe tachennoù ken uhel o frizioù e Breizh ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine