Keloù mat evit euskariz : digoret e vo peder c’hlas dre soubidigezh ar bloaz-mañ. Div a vo digoret e skolioù publik : unan e RPI Ossès-Saint-Martin d’Arossa hag eben er RPI Idaux-Mendy. Ha div all a vo digoret er skol gatolik dindan kevrad eus Ayherre hag eben er skol gatolik dindan kevrad Etchecopar eus Saint-Palais. Unan all a oa war ar stern : hini Larau. Evit poent ne fell ket d’ar rektorelezh he digeriñ diwar abegoù lec’hiel (ur PS e vo en un unklas).
Setu sioulaet ar jeu e Bro-Euskadi evit an distro-skol-mañ met chom a ra war evezh emsaverien ar yezh.
Crédit photo :
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine