Abaoe sizhunvezhioù ez eus tud o stourm a-enep ar Pass Yec’hed hag an diarbennoù laz-frankiz er Morbihan, dreist-holl e Gwened. Pep sadorn pe hogozik ez eus ur mor a dud o tibunañ e straedoù kêrbenn ar vroig, met ivez e An Oriant, ar Gêrveur, Kistreberzh, Logunec’h. E penn ar manifestadegoù e Gwened emañ Bertrand Deleon, ar stourmer broadelour mil-anavezet e Breizh.
Evit strollañ ar re a-enep an diarbennoù Macron ha frammañ an emsav ez eus bet savet ur gevredigezh nevez gant tud Bro-Gwened : « Morbihan Unvan » hec’h anv. E brezhoneg hag e galleg eo anv hag is-titl ar gevredigezh (mankout a ra ar gallaoueg). Setu ur gevredigezh da heuliañ, sur !
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine