Urzhiet ez eus bet un delwenn nevez a Sant-Jili gant Yves Carteau, person Malastred er Morbihan. Sinet eo bet ar c’hevrad etre an Aogustined hag ar parrez, prest eo an traoù met mankout a ra un tamm arc’hant c’hoazh. John Serrat, ur c’hizellour eus Neant, e Bro Vrekilien, a zo bet fiziet ennañ d’ober an delwenn. 185X90X90cm a vo he mentoù mui ur sichenn graet gant mein-greun ken bras ha 100X100X60cm.
Patrom Malastred eo Sant-Jili. Gwisket gant ur vurell e vo kizellet e zelwenn, en e gichen un heizez. Lakaet vo nepell eus leandi an Aogustined.
Etre 15 000 ha 20 000€ e kousto ar raktres en holl. 13 000€ a zo bet rastellaet dija. Mankout a ra un tamm gwenneien neuze.
Evit reiñ e skod : ADV – Malestroit Statue. Paroisse de Malestroit “Statue de Saint Gilles”, 6 rue du presbytère 56140 Malestroit/Malastred
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine