Panelloù e kreoleg a zo en un dornad a gêrioù eus ar Reunion : Saint-Denis, ar gêrbenn, Saint-Louis, Saint-Joseph, … . Pa oa bet staliet ar re gentañ e Sin-Dni e oa bet trouz en enezenn. Darn anezho a oa bet taget, lizhiri a oa bet embannet war kazetennoù an enezenn evit lavarout e oant dañjerus evit ar c’hirri-tan ha me oar c’hoazh…
Tennet e oa bet re Saint-Denis (Sin-Dni e kreoleg) e-pad ur mare zoken diwar abegoù teknik. Met staliet e vint en-dro a-raok pell ha reoù nevez a vo staliet en ugent karter az a d’ober ar gêrbenn zoken ! Holl gartêrioù « Sin-Dni » o do panelloù ma vo skrivet warno o anv gwir e yezh ar vro neuze.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine