Tan-gwallioù en Aljeria : ar gouarnamant FLN o klask bouc’hed ar pec’hedoù

Pebezh mizer !

Tra m’emañ an tan-gwallioù oc’h ober freuz ha reuz e Kabili, emañ ar gouarnamant aljerian o klask bouc’hed ar pec’hedoù, forzh pe hini e vefe, ken dic’houest m’eo eñ evit merañ ar vro abaoe 1962.

E penn-kentañ eo bet taolet ar bec’h war emsaverien ar MAK, an emsav enrenour kabil. Tamallet int bet da blantañ tan e pep lec’h (en o bro dezho !), hag int « gopret gant Maroko » evel just, enebour istorel an Aljeria ma’z eus unan. 22 anezhe a zo bet serret e kerzh miz eost en deus embannet ar prezidant Abdelmadjid Tebboune d’ar yaou 12. Jahinet e vint en toull-bac’hoù aljerian, ken sur ha tra…

Met bremañ eo war Israël ma vez lakaet ar bec’h ! En ur pennad embannet war « Le Jeune Indépendant » emañ ur « c’hazetenner » o klask kendrec’hiñ e lennerien e vefe kaset dronoù lañs-flammoù en Aljeria gant ar stad hebread. Hag evel just e vefe aliañset ar Maroko hag ar MAK gant Tel Aviv evit drastañ an Aljeria, ur vro ken a-bouez er bed a-vremañ !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Tan-gwallioù en Aljeria : ar gouarnamant FLN o klask bouc’hed ar pec’hedoù”

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky