Evel en holl vroioù normal, el Luksembourg e veze anavezet daou jener gant ar melestradur betek-henn : ar baotred hag ar merc’hed. Hogen, abaoe 2018, 105 den o deus reklemet e vefe cheñchet o jener war o faperachoù melestradurel.
Moaien oa d’hen ober neuze met sterniet mat e oa an traoù en Dukelezh-Veur, pezh a lakaas ar c’hevredigezhioù LGBT da sevel o mouezh. E 2023 ne vo ket mui ezhomm rastellaat testennioù, poltridi ha paperachoù a bep seurt dre ma vo lakaet un trede jener war an teulioù ofisiel gant ministrerezh ar justis. Prometaet e oa bet gant ar C’henemglev a zo e penn ar vro abaoe votadegoù 2018. Ar sokialourien, ar re C’hlas hag ar Strollad Demokrat (kreiz-dehou) az a d’ober ar C’henemglev-se. Met, dreist pep tra, el Luksembourg ez eus ur heñvelreviad e post ar ministr kentañ : « Dimezet » eo Xavier Bettel (DP, tu kleiz-dehou) gant ur gwaz all abaoe 2015 ! N’en deus ket goulennet bezañ marilhet evel « trede jener » c’hoazh avat.
E 2023 e c’hello an holl re «bet ganet etrereviad pe n’en em welont ket er sistem daouel ar revioù » lakaat ur groaz e karrez «trede jener » neuze.
Photo d’illustration : DR
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine