Embannet eo bet « My first Guernesiais Word Book » (Mon prumier live dés maots en Guernesiais e normaneg) gant Yan Marquis un emsaver evit ar yezh.
Evel an holl skeudennaoueg ennañ e c’hell ar vugale deskiñ kontañ, deskiñ al livioù, ar stummoù, anvioù al loened, ar boued, ar c’horf ha nouspet traoù all.
Kement ha sikour an dud da zistagañ mat ar gerioù ez eus bet lakaet war Youtube ur video.
E Jerze, Serk ha Gwerneze e vez kaset war-raok muioc’h-mui an normaneg. Dreist-holl e Jerze ma vo digoret ur c’hlas divyezhek ar bloaz a zeu ha m’eo bet lakaet ofisiel ar yezh e 2019.
Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine