A viz da viz e klever anv eus darvoudoù ha trubuilhoù war chanter ar rodoù-avel war vor e bae Sant-Brieg. Hervez ur pennad embannet ar sizhun-mañ war ar gazetenn Le Penthièvre e reklem Henri Labbé, anezhañ maer Erge-ar-Mor, e vefe paouezet diouzhtu gant ar chanter, « un distruj bras » emezañ. Ha poellgor ar besketerien da doniañ a-du gantañ. E kuzul rannvro, Isabelle Le Callenec (tu-dehoù) a reklem e vefe savet ur bodad rannvro evit studiañ penaos e tro ar chanter hag penaos e sko war an endro. Ha gwir eo, etre ar saotradur dre eoul hag ar c’hudennoù gant an toullerezioù e vefe peadra da lavarout !
Hervez Henri Labbé, « e vez klasket toullañ un tamm e pep lec’h gante. En aner, neuze e cheñch plas an toullerezioù dizehan. War o lerc’h e laoskont ar pil hag al lazh evit strad ar mor. Achu bremañ ! »
Ha war a seblant ne oar ket kalz traoù an aotroù maer diwar-benn ar saotradur hag ar chanter. Hervez Ailes Marine « ez a mat pep tra ». Prefeti ar mor ne oar netra ha lez-varn an aferioù mor a chom mut. Funoù a dlefe tremen dre e gumun met ne oar netra Henri Labbé diwar o fenn naken.
Ha gwask a vez lakaet warnañ ha war e gumun gant Ailes Marines hag ar re o deus kemeret perzh er raktres. 45 000€ a gastiz he deus bet Erge e penn kentañ ar bloaz : daleet he doa da reiñ hec’h asant evit ma c’hellfe RTE tremen funoù dre greiz treizhenn Caroual !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine