Kaon : nac’hañ a reont kontroliñ ar Pass Yec’hed, nullet e vo an abadennoù

E Bro Daoudour (Bro-Zinan) emañ Kaon. En Argoad, pell eus ar mor. An hañv-mañ e oa sañset ar gumun aozañ sonadegoù er bourk. Ar wech gentañ e oa evit ur gumun ken bihan. Siwazh, a-raok ma vefe aozet an hini gentañ, an 30 a viz gouere, e sonas pellgomzer an aozerien : hervez is-prefeti Dinan e ranke ar gumun kontrolliñ ar passoù yec’hed evit ar re a felle dezho mont da zañsal pe selaou ar muzik. Just a-raok an abadenn gentañ ! Nac’hañ a reas an aozerien c’hoari ar fliked ha nullet eo bet kerkent ar sonadeg. Un eil a oa bet war ar roll evit ar 06 a viz eost. Nullet eo bet ivez gant ar gevredigezh.

E plasenn ti-kêr Kaon ez eus kadorioù ha taolioù bet staliet gant an ti-kêr met n’ez eus den ebet azezet warno pe dost. Na drist !

Klask a ra bourkoù bihan eus an Argoad sachañ touristed ha derc’hel anezho dre aozañ abadennoù a bep seurt ha setu penaos e vezont skoilhet ! Abalamour da zivizoù melestradurel toull evel just.

Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Politique

Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky