E-kichen Treant-an-Erzh etre Kastel-Briant hag Ankiniz emañ ar Mont-Friloux. Ur rod-avel a zo bet savet war ar menez-se bloaz zo en despet d’an dud o chom er biojoù. Ur chanter evit sevel un eil a oa bet komañset met e miz even e krogas al labourerien da zivontañ ar milin. Perak eta ? Amañ emañ an dalc’h.
« Kevredigezh difenn lec’hienn ar Provostière », ar gevredigezh savet gant tud ar vro evit difenn o endro ha stourm a-enep ar rodoù-avel he defe c’hoant gouzout muioc’h. Ganto e oa bet lañset ur petision evit ma vefe paouezet gant al labourioù ha rastellaet 18 000 sin en holl. Laouen int he deus troet kordenn an embregerezh, evel just. Met klask a reont gouzout ar rak hag ar perak bremañ. Ha kavet ez eus bet ur si bennak gant WindStorm Frañs, an embregerezh perc’henn war ar rodoù-avel ? E miz kerzu 2020 ul labourer-douar en doa savet e vouezh rak lod eus e leueioù a greve an eil war-lerc’h egile : chom a raent war yun e-pad devezhioù ha devezhioù ! Abalamour d’ar rodoù-avel ? N’eo ket bet prouet met an dud o deus diskred warno.
N’en deus ket WindStorm France lavaret netra diwar-benn an afer. Evit poent.
Photo d’illustration :DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine