Gwelloc’h-gwellañ : goude an diskouezhadegoù liv an didrevadenniñ warne (Expression(s) Décoloniale(s)) e vo aozet atalieroù benelour gant Kastell Duged Breizh ! D’an 18 a viz gwengolo, etre 9e30 ha 17e00 e vo pedet « da gentañ holl »* merc’hed er C’hastell da skrivañ pennadoù war Wikipedia diwar-benn ar « vaouezed ankounac’haet gant an Istor ».
Aozet vo an atalier-mañ e stern an « Nantes Digital Week » (sik!) ha « Devezhioù ar Glad » advadezet « Journées du Matrimoine » an dro-mañ. Skignet eo bet ar gelaouenn en holl foromoù benelour eus Bro-Naoned. Aze e komprener peseurt doare merc’hed a gemero perzh e seurt atalieroù ‘m eus aon…
* N’eo ket skrivet eo « atalieroù ha n’int ket kemmesk », met…