Gant diviz Kuzul ar Vonreizh da heul al lezenn Molac emañ diasur dazont Diwan, gwasoc’h eget biskoazh. Penaos e troio an traoù en distro-skol ? Ha droad vo atav d’ober gant ar brezhoneg nemetken er c’hlasoù ? Ha n’eo ket gant rentañ-kont Kerlogot war ar c’helenn dre soubidigezh eo bet sederaet an dud.
Evit sevel o mouezh ha difenn ar soubidigezh e-barzh Diwan eo pedet ar vretoned da zibunañ a-dreñv giton Diwan e Dibunadeg Veur Gouel Etrekeltiek eus an Oriant d’an 08 a viz eost. Da 10e15 eo galvet an dud d’en em dolpañ e kreiz-kêr an Oriant.
Evit lakaat e anv : https://docs.google.com/spreadsheets/d/1WYa9aZhMSr27BHdDRt4LtHZUG08ISVVUTyWtMF9GkXY/edit?pli=1&fbclid=IwAR2PO72iTx41K1k4FjeBO86vA4rmzVV_VbjRf5pWFxIuvNfzaMpzXDyGUHM#gid=0
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine