Holl liseidi al lise en euskareg Bernat Etxepare eus Baiona o doa skrivet o c’hopienoù prederouriezh en euskareg evit ar bak. Diwar ar 40-se, n’eus ket ‘met UNAN a zo bet lennet ha notennet. Ar re all a zo bet notennet dindan 6/20. War ur gopienn e oa skrivet « N’eus ket moaien priziañ ar pezh a zo skrivet, war-bouez an enkr dispignet » memes.
E galleg e oa skrivet ar pennad-digeriñ ma tisplege al liseidi perak o doa kompozet en euskareg. Goulenn a raent o defe ar gwir da dremen ar bak en euskareg penn-da-benn. Hag int euskaregourien hag en hentenn euskarek abaoe o oad tenner.
A-benn ar fin, n’eus ket ‘met ul lisead hag en deus tapet ar geidenn gant 12/20. Eüruzamant o deus tapet an holl liseidi ar bak a-drugarez d’o notennoù mat a-hed ar bloaz rak ar gwiriañ kendalc’hek a zae d’ober 80% eus ar bak ar bloaz-mañ.
Crédit photo : DR
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine