Fumet eo tud Divyezh : klasoù divyezhek a oa bet raktreset e skolajoù ha liseoù zo eus Montroulez, Gwengamp, Lanmeur, Sant-Brieg hag an Oriant.
A-benn ar fin emañ ar rektordi o paouez embann ne vo ket digoret ar c’hlasoù-se. Bugale hag o deus kroget gant ar brezhoneg er skolioù kentañ derez a baouezo da zeskiñ yezh ar vro er c’hêrioù-se ha tro dro en eil derez. Re zo re evit Div Yezh Breizh hag ar sindikad SNUipp-FSU29 ! Gervel a reont an dud d’en em dolpiñ dilun 19 a viz gouere da 6e GM dirak al lise Tristan Corbière e Montroulez evit ma vefe dalc’het d’e bromesaoù gant ar rektordi.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine