D’an 12 a viz gouere, e Toulouse (Tolosa en yezh ar vro) e vo digoret « Lo Cròc a la Lèsta », ar fast-food kentañ en okitaneg.
Er preti-mañ e vo servijet meuzioù fardet gant produioù ar vro evel just. Met ouzhpenn-se e c’hello ar pratikoù selaou muzik okitanek, urzhiañ krok-aotroù dre lenn ar gartenn skrivet en okitaneg ha bep sizhun e vo skritellet un doare-lavar en okitaneg « evit deskiñ asambles ar yezh » hervez Michel Maffre ar rener.
An nen en do c’hoant da seniñ tonioù okitan a c’hello hen ober gant ar binviji seniñ lakaet e servij-libr gant Lo Cròc a la Lèsta.
Lo Cròc a la Lèsta / 12 bali Etienne Billeres / 31200 Tolosa/Toulouse
Illustration :DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine