An nen az a war ar rouedadoù sokial er mare-mañ en deus gwelet fotoioù dic’hortoz war pajennoù zo : tud o tougen panelloù « Diwan, ha bremañ petra vo graet ? ».
Ur c’houlzad hag a bado an hanvez a-bezh eo. Goude diviz kuzul ar vonreizh diwar-benn ar soubidigezh er skolioù hag a zo er-maez al lezenn hiviziken, c’hoant o deus ar skolioù Diwan da gaout respontoù resis a-berzh ar stad, ar gouarnamant hag ar Rannvro. Petra vo graet bremañ ? Ha dreist-holl petra vo graet e miz gwengolo ? Ha moaien zo da genderc’hel gant ar soubidigezh er skolioù Diwan evel a-raok ? Ha tañset e vo ar gelennerien paeet gant ar stad hag a gendalc’ho d’ober kentelioù e brezhoneg penn-da-benn ? Amañ emañ an dalc’h.
A-hend an hanvez e vo gwelet seurt panelloù war ar rouedadoù sokial hag er gouelioù aozet e Breizh :
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine