Trouz a zo er mare-mañ e Bro-gKembre diwar-benn an Union Jack, banniel Breizh-Veur. Staliet zo bet gant ti-kêr Kerdin (Cardiff e kembraeg) un Union Jack ramzel ouzh savadur an Cardiff’s HMRC tax office, ur seurt kreizenn an tailhoù. E kreizig-kreiz Kerdin emañ ar savadur-mañ ha fuloret eo ar vroadelerien kembread. Hervezo eo un doare da gas war-raok « tu an unvaniezh eus an tu-pellañ ». « N’eo ket ar banniel-mañ hini pobl kembread » eme Yes Cymru hag en deus lañset ur petision war Change.org.
D’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ ez eus bet rastellaet 12 521 sin dija
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine