Ur gontelezh e mervent Kembre eo ar Pembrokeshire. En norzh emañ uhel tregantad ar gembraegerien (50%), er su n’eo ket (15%). Rannet eo ar gontelezh en div lodenn gant al « linenn Landsker ». Flamanked ha saozon o deus graet o annez e su al linenn-mañ hed-ha-hed an Istor, setu perak emañ niverus ar saoznegerien er c’hontre-mañ, ken e vez graet « Bro-Saoz vihan » anezhi.
Divizet eo bet ar sizhun dremenet gant kuzul ar gontelezh da sevel div skol kembraek nevez, an « Ysgol » e krembraeg, er Pembrokeshire. Unan e Crymych, e norzh ar linenn Landsker neuze, hag e vo digoret e miz ebrel 2022 hag unan all e Pembroke er « Bro-Saoz vihan » hag a vo digoret e miz genver 2023. « Ysgol Bro Preseli » e vo anv an hini gentañ hag « Ysgol Gymraeg Bro Penfro » e vo anv eben.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine