Diriaou vintin, da geñver dalc’h digeriñ ar respetad nevez, e oa tolpet emsaverien Bretagne Réunie/Breizh Adunvanet dirak ar c’huzul departamant Liger-Atlantel.
Adlavaret o deus an emsaverien e oa bet rastellaet 105 000 sin digant keodedourion eus an departamant e 2018 evit reklem e vefe aozet ur votadeg war an adunvanidigezh. En aner. Kaset e oant bet d’ar bern teil gant Philippe Grosvalet, ar prezidant kozh hag, abaoe, n’eus ket mui anv da lakaat an dud da votiñ.
N’eo ket sur e raio Michel Ménard, ar prezidant nevez, muioc’h a draoù eget Philippe Grosvalet met, d’an nebeutañ, en deus anvet ur bez-prezidantez d’an « dalc’hoù Breizh » en e skipailh nevez. Petra dalv « dalc’hoù Breizh » avat ? Amañ emañ an dalc’h… Un emgav etre Breizh Adunvanet ha Michel Ménard a zo war ar stern, da vihanañ.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine