Evel bep bloaz da vare ar bak hag ar breved ez eus trouz en Ipparalde, al lodenn norzh eus Bro-Euskadi. Darn eus ar skolajidi o deus skrivet o c’hopiennoù skiantoù en euskareg ha n’eo ket e galleg. Riskloù zo e vefe tapet ur zero ganto met ne reont forzh. Un doare da ziskouez e stourmont evit o bro hag o yezh eo, evel m’eo bet graet gant o zadoù araoze.
Evit souten ar skolajidi emañ daspugnet o zud hag emsaverien war porzh skolaj Amikuze e Saint-Palais/Donapaleu. Amañ ez eus bet tolpet kopiennoù eus Bro-Euskadi rak ur greizenn reizhañ eo ha ne fell ket d’an dud e vefe kaset kopiennoù o bugale da vBourdel pe Pau ma vint reizhet gant kelennerien ha ne ouzont ket euskareg a dra sur. Ur vanifestadeg a vo fenoz e straedoù Saint-Palais evit o souten.
Giroa bero Donapaleun.
Zatozte EH osotik! Denon lagungtza behar dugu, ta ikusiko dugu ?nola nola, laster eroriko dan? pic.twitter.com/Tgw5XdVn9h— Selaurua Betez (@selauruabetez) June 29, 2021
Kreizennoù reizhañ a zo e Bro-Euskadi koulskoude : e Bayonne, Boucau, Hasparren ha Saint-Jean de Luz. Er c’hreizennoù-se e vo kavet kelennerien « euskaldun » (=hag a oar euskareg) sur, pezh n’eo ket e Bourdel pe Pau.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine