Un danvez-lezenn evit berzañ ar skritur enlaka a zo bet kinniget d’ar parlamant arc’hantinad d’ar 16 a viz even.
Gant daou geodedour eo bet kinniget an danvez-lezenn-mañ rak en Archantina e c’hell forzh piv kinnig un danvez-lezenn d’ar « c’homision al lezennadurezh hollek ». Enni emañ skrivet e klask ar skritur enlaka « distrujañ unvaniezh yezhel ar vroad ». Hervez ar vreutaerien o deus reizhaet an danvez-lezenn-mañ n’haller ket meskañ « langaj » ha « politikerezh ». « Un dra fall » e vefe zoken.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine