Ar Xunta galisian ne’z a ket dizamant ganti pa vez anv da gas war-raok studi ar galisianeg en ur vro-all ! 65 000€ a vo lakaet gant ar gouarnamant emren galisian betek 2024 evit ma vefe studiet yezh vroadel ar Galisia e Skol-veur Oxford, e Breizh-Veur. Kentelioù a vo roet met studiadennoù a vo graet ivez war ar yezh kement ha siminaerioù gouestlet d’ar yezh ha d’ar sevenadur. Studiet e vo istor Galisia ivez.
An deiz hiziv e vez studiet galisianeg e 9 skol-veur e Bro-Spagn ha 27 skol-veur estren m’eo bet savet « Centros de Estudos Gallegos » liammet kenetreze. E skol-veur Roazhon 2 e oa bet seurt kreizenn betek 2016 a-raok bezañ serret. Kentelioù katalaneg a zo a-hend-all.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine