D’ar c’hentañ a viz gouere e vanifesto difennerien an euskareg evit an eil gwech e-korf un nebeut mizioù. Sevel he mouezh a-enep politikerezh ar gouarnamant a-enep an euskareg eo pal ar vanifestadeg.
Dilun ha dimeurzh e tremeno ar skolijidi euskarad ar breved ha lod a skrivo o c’hopiennoù skiantoù en euskareg penn-da-benn evel ma oa kont betek-henn. D’ar 17 a viz even e oa bet graet kement-all gant liseidi o tremen an arnodenn « prederouriezh » evit ar bacho. Ha reizhet e vint gant arnodennerien divyezhek ? Amañ an dalc’h. Gortoz a ra emsaverien an euskareg diviz an akademiezh war ar poent-se.
E Saint-Palais/Donapaleu e vo aozet ar vanifestadeg. EH Bai hag ar sindikad LAB o deus galvet an dud da gemer perzh enni. Da heul sañsur al lezenn Molac hag a lak an ikastola en arvar emañ fuloret difennerien an euskareg ouzh ar gouarnamant gall.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine