En Hebridez-an-diabarzh emañ enez Skye ha eno emañ bev c’hoazh ar gouezeleg, betek e savadurioù Sabhal Mòr Ostaig evel just, kar ur skol-veur hollc’houezelek eo. E 1973 eo bet staliet e Skye ha kenderc’hel a ra d’en em astenn a vloaz da vloaz.
Evel un tamm e pep lec’h e Bro-Skos ha Bro-Saoz ez eus un diazezadur e Skye, un « trust » e-giz e vez lavaret e Breizh-Veur. « Urras an Eilein » eo anv hini enez Skye ha kas war-raok ar yezh ha sevenadur ar vro eo e bal. Ar bloaz-mañ c’hoazh e vo enoret gant ur priz hag ur yalc’had a 500£ « ur gouezelegour yaouank, dindan 30 vloaz, hag en deus graet traoù evit kas war-raok ar yezh » gant Urras an Eilein. Dav eo dezhañ chom en enezenn ivez pe kaout liammoù ganti. A-benn ar 04 a viz here eo ret d’ar re a fell dezho kenstriviñ kas o anv.
https://www.thenational.scot/news/19400808.skye-gaelic-trust-open-nominations-prize-contribution-language/
Crédit photo : DR
[cc] BREIZH-INFO.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine