E-touez ar yezhoù rannvro, darn n’int ket anavezet gant an Deskadurezh-Stad, kontet ma’z int da rannyezhoù pe trefoedachoù ur yezh all, galleg pe izelvroeg peurgen. Alese, n’haller ket, sañset, reiñ kentelioù ar yezhoù-se er skolioù dindan kevrat. Kentelioù a vez roet memestra met un « dolerañs » eo, tra ken. Setu penaos e oa an traoù evit poent e bro Dunkerques ma veze roet kentelioù Flamank-ar-c’hornôg e skolioù, skolajoù ha liseoù zo.
Evit kreñvaat plas ar yezh er skolioù ha kuit da vezañ lakaet diaes un deiz bennak gant ar melestradur e reklem emsaverien ar flamankeg e vefe anavezet o yezh gant an DS. Evit poent n’eus ket ‘met an izelvroeg a zo anavezet evel « yezh toenn ». D’an 09 a viz even eo bet degemeret Institut Flamank-ar-C’hornôg asambles gant ar senedour Jean-Pierre Decool gant ar rektourez Valérie Cabuil. War a seblant e vo kavet un diskoulm evit ma vo titlet kelennerien nevez. Evit poent e veze roet kentelioù en un dornad skolioù gant ur c’helenner aet war e leve warlene. War un dro e reklem an Institut e vefe anavezet ar Flamankeg gant ar minister e Paris…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine