Evit emsaverien ar yezhoù rannvro e c’hellfe al luksembourgeg talvezout da skouer. Muioc’h-mui a dud a zesk ar yezh el Luksembourg ha ken bihan an Dukelezh-Veur ! Ne vern ! Yezh an dud, yezh an darempredoù sokial eo hag ar gouarnamant a ra e seizh gwellañ evit broudañ hec’h implij.
Embannet eo bet nevez zo gant Ministrerezh an Deskadurezh-Stad e oa e servijoù o labourat war ur stummadur a-bell, mod « e-learning », evit aesaat deskiñ ar yezh. Betek-henn ne ket ‘met ar re a felle dezho kaout ar vroadelezh luksembourgad a c’helle deskiñ ar yezh evit ur bennozh doue. Bremañ e c’hello forzh pe hini hen ober ne vern al lec’h emañ o chom.
Ken leun eo ar stummadurioù evit deskiñ luksembourgeg ken en deus dibabet ar ministrerezh da lakaat ar pouez war an e-learning. Met fellout a ra an Dukelezh-Veur lakaat estrañjourion a-orin eus al Luksembourg pe get, da zeskiñ ar yezh ivez. Deskinidi luksembourien a zo o chom er bed a-bezh, en SUA dreist-holl.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine