digoret ar c’hentañ magouri en elzaseg e Moosch, ur gumun hag a zo just e-kichen Saint-Amarin (hag e Bro-Elzas e vez tost-tost bourkoù ar c’humunioù). En hevelep kumuniezh kumunioù emañ an div gumun. Ur vagouri gevredigezhel eo « Schtumpa Hissela », magouri Moosch, arc’hantaet gant ar gerent. N’eus tamm gweneg ebet lakaet enni gant ar gumun pe ar c’humuniezh kumunioù, da vihanañ.
Hogen divizet eo bet ar miz-mañ gant kum-kum « flondrenn Saint-Amarin » sevel ur vagouri bublik unyezhek just… dirak Schtumpa Hissela ! 350 000€ a zo bet lakaet er raktres. Plas a oa e kornioù all ar C’hum-kum surawalc’h, met divizet eo bet sevel anezhi just dirak an hini en elzaseg. Ha setu hi lakaet diaes…
Dre un taol degouezh ? N’eo ket ar pezh a soñj difennerien an elzaseg avat…
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine