Un dachenn emgann eo sujed ar yezh e Katalonia-ar-su. Betek-henn e veze roet sujedoù an arnodennoù skol e katalaneg nemetken.
« Yezh pennañ » ar skol e oa ar c’hatalaneg hervez al lezenn. Hogen, ar bloaz-mañ eo bet savet klemm dirak al lez-varn gant ur gevredigezh spagnolour. Alese eo bet rediet ar Generalitat da ginnig sujedoù e spagnoleg ivez. Met profitet he deus ar melestradur katalan evit kinnig ar sujedoù en… okitaneg Aran war briz ! Ofisiel eo an araneg e Katalonia-ar-su a-bezh abaoe 2006 met pell e oa Yann diouzh e gazeg c’hoazh evit ma vefe divyezhek da vat paperachoù ar melestradur hag ar skolioù. E 2017, Lourdes Bruna, ur studierez aranez, he doa respontet en araneg d’un arnodenn, hag ar wech gentañ e oa. Un taol rezistañs e oa bet d’ar mare-se ha mont a reas an traoù war-raok diwar an taol-se. Bremañ e tle an holl sujedoù bezañ kinniget en okitaneg er C’hatalonia.
Diwar ar 500 studier o deus tremenet un arnodenn skol ar bloaz-mañ, 67 o deus goulennet o sujedoù e spagnoleg. Ne ouzer ket pet o deus graet kement-all en okitaneg avat.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine