E Bro-Flandrez (Stad Beljiad) 25% eus ar vugale skol-vamm ne gomzont ket izelvroieg er gêr. Ha 22% evit ar vugale skoliataet er skolioù kentañ derez. Peseurt yezh a vez komzet ganto neuze ? Galleg evit un darnig anezho surawalc’h met dreist-holl yezhoù all, « egzotikoc’h » moarvat…
Ma n’eo ket barrek a-walc’h bugel-mañ-bugel ar gelennerien en em soursio muioc’h outo. Met ma n’eo ket gwall-gwall-varek, e c’hello kinnig ar gelennerien d’ar gerent lakaat o bugel da eilañ. Ma n’eo ket mat dezho e vo lakaet ar bugel da heuliañ un « hentad a enframmañ yezhel ». « Gouzout izelvroieg eo an alc’hwez evit pakañ an holl c’houziegezhioù » eme Ben Weyts, anezhañ ministr flamank an deskadurezh hag ezel an N-VA, ar vroadelourien flamank.
Er gumuniezh gallegour eo memes mod evit a sell ouzh ar vugale ha ne gomzont ket galleg er gêr : 25% anezhe a zo ganet gant ur yezh all. Pezh zo, ne zaio ket ken pell an traoù er skolioù gallek evit lakaat ar vugale da zeskiñ ar yezh. Abaoe 2009 ez eus bet lakaet e pleustr ur bolitikerezh skolel anvet « ar galleg evel yezh kelenn », da lavaret eo kentelioù « galleg yezh estren » ouzhpenn.
Peseurt yezhoù a vo komzet ar muiañ e Bro-Veljia a-benn 10 pe 15 vloaz avat ? Amañ emañ an dalc’h…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine