D’ar 25 a viz meurzh e c’hounezas an emglev CDU-Ar Re C’hlas lander ar Bad-Wurtemberg e Bro-Alamagn.
En emglev sinet etre an daou strollad ez eus ur mennad diwar-benn ar yezhoù a vez komzet el lander : Souabe, Alemaneg ha Frañseg. Kreñvaet e vo o flas er magourioù hag er skolioù. Ur genstrivadeg a vo aozet dre internet ivez evit o c’has war-raok. Winfried Kretschmann, anezhañ prezidant « grünen » ar lander a brezeg ingal e souabe el leurenn-gomz ha tomm eo e galon ouzh e yezh.
Crédit photo : wikipedia (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine