Sinet eo ! 83Vet kumun o staliañ panelloù « Breizh 5/5 » evit an Adunvanidigezh eo Tredraezh-Lokemo e Bro-Dreger. Ur gumun arouezek ken eo rak hini Jules Gros, ar skrivagner brezhonek mil-vrudet, eo.
Un nebeut devezhioù zo e oa bet staliet 72 panell divyezhek brezhoneg-galleg a-hed gwenodennoù bale ar gumun evit talvoudekaat ar glad naturel ha glad ar savouriezh.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine