Berr ar peurriñ evit yann iwerzhoneger war ar rouedadoù sokial. Ha n’eo ket gwelloc’h evit fed ar c’hemenadennoù gouarnamantel. A-boan 4% eus ar c’hemenadennoù embannet gant gouarnamant Iwerzhon a zo skrivet en iwerzhoneg. Ha « broadel » ar yezh !
Daou vinistrerezh : hini ar Surentez Sokial ha hini an Deskadurezh Uhel n’o deus kaset kemenadenn ebet en iwerzhoneg zoken. Evit a sell ouzh Ministrerezh an Embregerezhioù, ar C’henwerzh hag an Implij n’eus ket ‘met 0,5% eus ar 1223 kemenadenn bet kaset gantañ war Twitter hag a oa en iwerzhoneg ha 0,28% eus ar re kaset war an holl rouedadoù sokial gant Ministrerezh an Endro. Er c’hontrol, 44% eus twitoù bet kaset gant Ministrerezh an Deskadurezh a zo en iwerzhoneg evel 40% eus ar pezh embannet gantañ war Facebook.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine