Setu lañset an « dazeilad ruz ha triliv » gant ar strolladigig « Pôle de Renaissance Communiste en France» (PRCF), un disrann eus ar PCF. Hervez leader maximo ar strollad Fadi KASSEM, e rank ar gomunisted stourm a-enep al lezenn Molac hag az a re bell. Meuleudiñ a reont ar reveulzi jakobin eus 1793 ha « Bro-Frañs unan ha dirannapl ». Hervez ar PRCF eo ar yezhoù rannvro un digarez implijet gant « an impalaerezh euro-atlantek evit ar c’hevala meur o kerzhout» evit dismantrañ ar Republik santel. « Gwelloc’h e vefe kelenn ar rusianeg hag ar sinaeg eget ar yezhoù rannvro » a lavar berr ha berr ar PRCF…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Ur strolladigig komunour evit ma vefe ar galleg yezh nemeti e Bro-Frañs”
Un petit tour au Goulag ferait le plus grand bien à ces déviationnistes !
Marcel Texier
N’eo ket nevez, n’eo ket sklaer tre kennebeut.
http://renaissance.communiste.66.over-blog.com/article-oui-aux-langues-regionales-patrimoine-commun-de-la-nation-non-a-la-charte-europeenne-des-lang-114091448.html
« E memes amzer » eo !