Diouzh ar c’hiz eo an « teroueroù », « produioù ar vro » : lañset ez eus bet gant ar gevelouri « Coopérative Agricole d’Occitanie et de Provence » peotramant « Arterris » un anv marc’had nevez : Marché Occitan. 25 000 labourer douar a za d’ober Arterris ha fellout a ra dezhe gwerzhañ o froduiioù war-eeun ha n’eo ket dre ar gourmarc’hadoù ken. Evit hen ober emaint e soñj digeriñ 20 stal a-benn 2026. E Balma, e Garona-Uhel eo bet digoret an hini kentañ d’an 19 a viz mae.
500 produ a vo kinniget er stalioù-se, produioù fresk met ivez traoù all produet er vro. E miz du e oa bet lañset al lec’hienn internet marcheoccitan.com dija.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine