Emañ enklaskerien o paouez reiñ lañs d’un arload web evit enrollañ komzerien a rannyezhoù suis-alamaneg.
Ar pal : aesaat komprenedigezh an arloadoù naouaat ar gomz a vez kavet e pep lec’h bremañ (« Siri » pe « Alexa » o anv). Ken kreñv eo pouez-mouezh ar suised ha ken disheñvel o rannyezhoù hag an alamaneg standard ken e chom bourdet IA-où zo pa vez komzet suis-alamaneg oute.
Klasket e vo enrollañ 2000 eurvezh a suis-alamaneg gant an enklaskerien. Gant kement-mañ e vo maget un algoritm hag a glasko treiñ frazennoù e suis-alamaneg en hochdeutsch.
Meur a rannyezh a za d’ober ar suis-alamaneg ha bev-tre eo ar rannyezhoù-se e Suis alamanek, dre gomz da vihanañ.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine