E-pad ur mare e oa bet diouzh ar c’hiz, e skolioù-meur amerikan zo, hini Oakland da skouer, da gas war-raok an « Ebonics », da lavaret eo ur seurt rannyezh saoznek komzet gant ar re zu. E gwirionez e oa ur seurt « simple english » hanter luc’haj hanter saozneg dislivet komzet er c’harterioù du. Buan-tre e savas o mouezh pennoù bras ar gumuniezh du, avat. Evel just ar re a felle dezhe kas war-raok ar c’helenn en Ebonics a oa tud gwenn, « woke eus an tu-pellañ » pe didrevadennourien ha n’o defe ket desavet o bugale dezhe en dam-yezh-se, anat. Abaoe pleg ar bloavezhioù 2000, n’eus ket mui anv eus an Ebonics avat.
Met bremañ emañ an Ebonics o tistreiñ dre un hent all : yezh ar sinoù. Nakia Smith ur penn-bouzar anezhi, he deus ur blog Tik-Tok. Gouez dezhi n’eo ket ar saozneg he yezh-vamm. Hag hi ganet en Texas ! E gwirionez e fell dezhi kas war-raok « yezh ar sinoù amerikan evit ar re zu ». Disheñvel diouzh an ASL, yezh ar sinoù amerikan (« evit ar re wenn » neuze), eo ar yezh-se. Diwar an ASL eo bet goveliet, met « muioc’h a bebr » a zo enni, « muioc’h a fromadennoù » gouez da Nakia Smith…
Hervez Carolyn McCaskill, hag he deus skrivet ul levr diwar-benn ar yezh-se, « e sin ar re zu gant muioc’h a stil, muioc’h a lusk eget er re wenn. Hor gerioù o deus muioc’h a fromadennoù (…) sinoù ar re wenn a zo robotek, gant neneutoc’h a afekt, ne ziskouezhont ket kement a drivliadennoù ha ni».
Ah ma !.. Klask a ra an div vaouez-se broudañ implij an « ASL du » er gumuniezh afro-amerikan bremañ e anv an « didrevadenniñ » hag ar stourm a-enep ar « galloud gwenn ».
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Stadoù-Unanet : ur yezh ar sinoù evit… ar re zu !”
Saozneg simplaet eo ebonics. Da skouer, « I am », « I was », « I will be » zo « I be ». Evel e sinaeg, roet e vefe an amzer gant ar c’henarroud.