E Waloni, e Bro-Veljia, e vez komzet meur a yezh ha n’eo ket ar waloneg nemetken. Pikardeg, Champagneg ha Loreneg a vez komzet amañ hag ahont diouzh ar c’hêrioù ha kêriadennoù. An holl anezho a zo bet anavezet e 1990 evel « Yezhoù Rannvroel ar Vro » gant ar Gumuniezh C’hall Beljia. Pelloc’h c’hoazh : evit kas war-raok implij ar yezhoù-se ez eus bet roet lañs d’ur c’harta, mod Ya d’ar Brezhoneg, gant ar Gumuniezh : « Ma C’humun a lavar Ya d’ar Yezhoù Rannvro » hec’h anv.
Pikardeg a vez komzet e kêr dTournai. D’an 8 a viz mae eo bet sinet ar garta gant ar bourkmestr (an aotrou maer e Bro-Veljia). Ha kerkent embannet gantañ e vo lakaet e pleustr 15 diarbenn (en touristelezh, sevenadur, deskadurezh, …) e-touez ar re kinniget er garta.
Goude kêr Brunehaut eo Tournai an eil kêr eus ar Waloni pikard da sinañ ar garta evit ar yezh. Meur a gêr o deus graet ar memes tra evit ar waloneg endeo.
« Ya » a vez lavaret « Aé » e pikardeg.
Crédit photo : breizh-info.com
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine