Sinet e vo ar c’hartaioù evit yezhoù Breizh, unan a zo evit ar brezhoneg hag unan all evit ar gallaoueg, ar memes deiz, d’an 31 a viz mae, gant ti-kêr Sant-Brieg. Fellout a ra d’ar c’huzul kreñvaat plas hon div yezh e kêr, er skolioù kement ha war ar panelloù. Panelloù « Saint-Berieu », e gallaoueg neuze, a vo staliet dindan ar re e galleg hag e brezhoneg.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine